Allende, an emgann diwezhañ
En stock
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 200 g |
| Dimensions | 18,6 × 24,2 cm |
| Nombre de pages |
69 |
Allende, an emgann diwezhañ
D’ar Meurzh-se e tegouezh ar prezidant chilian Salvador Allende e Palez La Moneda, e kreiz-kalon ar gêrbenn Santiago. Martoloded ‘zo a zo aet da hutined. Tenn-tre eo an darempredoù gant ar soudarded, lod anezho o deus aon e teufe ar Chili da vezañ un doare Kuba nevez. En amzer ar brezel yen emaomp. E Washington e fell d’ar prezidant Richard Nixon e vefe skubet kuit Salvador Allende an hini aet ar maout gantañ en dilennadegoù e 1970. Graet e vezo an taol gant komandantoù an armeoù d’an 11 a viz Gwengolo 1973. Kontet e vezo deoc’h devezh ar poutch-mañ gant un den eus ar Grupo de Amigos Personales (GAP) a ra war-dro surentez Allende. Ijinet penn-da-benn eo bet an dudenn-se, met ar pezh a vezo kontet deoc’h a vezo an tostañ ar gwellañ ouzh ar wirionez. Savet eo bet an istor diwar-benn skeudennoù ha dielloù-son niverus. Ha fall an troù en diwezh evit ar prezidant Allende ha demokratelezh ar vro-se hag he deus ezhomm c’hoazh daou-ugent vloaz war-lerc’h d’en em zizober eus hêrezh diktatouriezh Augusto Pinochet.
Gant Olivier Bras ha Jorge González.
0 avis pour Allende, an emgann diwezhañ
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.






