Atlas ar bedoù faltaziet

29,00 TTC

An Atlas-mañ a zo unan dibar anezhañ. Strollet o deus Kristian Goindin ha Jerom Olivry oberennoù heverkañ ar fantazi gouronel evit kinnig kartennoù ar bedoù faltaziet

En stock

Attributs Valeur
Poids 1200,000 g
Dimensions 43 × 30 cm
Nombre de pages

56


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Atlas ar bedoù faltaziet

An Atlas-mañ a zo unan dibar anezhañ. Strollet o deus Kristian Goindin ha Jerom Olivry oberennoù heverkañ ar fantazi gouronel evit kinnig kartennoù ar bedoù faltaziet gant anvioù brudetañ al lennegezh-se : Tolkien, Le Guin, Pratchett, hag un toullad reoù all a vez (ad) dizoloet dre selloù an aozerien.
Heuliañ a reer emdroadur ar rann lennegel-mañ, tost-tre ouzh sevenadur Breizh a-benn ar fin. Rak rekipe al levrioù-se a zo anavezet deomp : ur c’hest, un haroz hag e strollad, ur bed pe ur sevenadur da saveteiñ, kemmesket gant istorioù karantez. Pa lenner seurt romantoù n’emañ ket gwall bell ar Roue Arzhur hag e vignoned eus an Daol-Grenn.
Chomet eo disprizet ar fantazi gouronel koulskoude. Levrioù evit krennarded, un islennegezh ha n’eo ket gwall sirius… ha padal ! Ma c’hallfe bezañ gwir a-walc’h an arguzennoù-se pa zo kaoz eus ar skridoù kentañ, buan e oa bet cheñchet penn d’ar vazh.
Splujit er bedoù faltaziet-se a-drugarez da gartennoù ha livadurioù Kristian Goindin. N’eo ket nevez e zedenn evit ar fantazi hag ouzhpennet zo bet tresadennoù ha livadurioù a oa bet awenet gant e lennadennoù. Ur gwir blijadur evit an daoulagad.

Atlas ar bedoù faltaziet

À coup sûr, cet Atlas est une réalisation sans précédent. Kristian Goindin et Jerom Olivry recensent les œuvres les plus marquantes du genre heroic fantasy, et proposent pour chacune la carte de son monde imaginaire. On retrouve ainsi les plus grands noms de cette littérature : Tolkien, Le Guin, Pratchett, et d’autres encore, que le regard des auteurs nous donne à (re)découvrir.

L’ouvrage retrace l’évolution de ce genre littéraire, qui n’est pas sans une certaine parenté avec notre culture bretonne. La trame de ces livres ne nous est en effet pas inconnue : une quête, un héros et son camp, un monde ou une culture à sauver, et naturellement des histoires d’amour. Le Roi Arthur et ses amis de la Table Ronde ne sont jamais bien loin.

Plongez dans les mondes imaginaires grâce aux cartes et illustrations de Kristian Goindin. Passionné de longue date par la fantasy, il a émaillé l’ouvrage des dessins et des tableaux que lui ont inspiré ses lectures. Un régal pour les yeux.

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Atlas ar bedoù faltaziet

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Atlas ar bedoù faltaziet”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.