
Vous aimez ce produit ?
Partagez-le !
Buhez Genovefa a Vrabant
Rupture de stock
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 300 g |
Ar skrid a ginnigomp amañ zo ul labour a oa bet kaset da benn gant Gwenael an Dug meur a vloavezh zo. Savet eo diwar ar pezh-c’hoari a oa bet danvez e dezenn, bet kinniget e Dulenn e 1983. Gant al labour-se en devoa klasket adsevel ar skrid orin, lakaet gantañ da vezañ eus ar bloaz 1640 pe war-dro, diwat tri dornskrid disheñvel. Al labour-se zo embannet a-gevret fant studiadennoù all diwar-benn ar pezh-c’hoari.. Gwenael an Dug, aet da anaon da 55 bloaz e dibenn 2006, a voe kelenner brezhoneg ha keltieg e Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon-2. Arbennigour e oa war ar c’hoariva krennvrezhonek, met ivez war mare ar Grennamzer e Breizh hag er broioù keltiek all, ha meur a zanvez-studi all a oa bet pledet gantañ warne. Unan eus diazezerien ar CIRDoMoC e voe ivez.
0 avis pour Buhez Genovefa a Vrabant
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.


