E koun Youenn Drezen
Un nebeud skrivagner a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.
En stock
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 400,000 g |
| Dimensions | 18,5 × 12,5 cm |
| Nombre de pages |
402 |
E koun Youenn Drezen
D’ar mare ma na oa ket internet na kennebeut ar pellgomz eo dre lizher ha dre ar baper e eskemme an dud. Youenn Drezen a oa kelaouenner ha war an dro merour Gwalarn, Kornog, Skrid ha Skeudenn. Gouzout a rae ober e vicher : derc’hel, troc’hañ, renkañ. Ur chañs eo evidomp : etre 1917 ha 1972 eo kantadoù a lizheroù en deus bet resevet digant izili an Emsav sevenadurel.
An teñzor-se en deus sachet evezh izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper ha pelloc’h, ha furchal e-barzh da gaout mel da roiñ boued d’ar vrezhonegerien kar o yezh. Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.
E koun Youenn Drezen
À l’époque où on ne disposait ni d’internet ni du téléphone, on échangeait par courrier. Youenn Drezen était journaliste et gérait à la fois Gwalarn, Kornog et Skrid ha Skeudenn. En bon journaliste, il savait trier et conserver ses archives. Une aubaine pour le chercheur puisqu’entre 1917 et 1972, ce sont des centaines de courriers qu’il a reçu des membres du mouvement breton. Cette mine d’or a suscité l’intérêt des membres du groupe de lecture de Ti ar Vro Quimper qui ont souhaité fouiller dans ces archives afin d’en partager le contenu avec les passionnés de langue bretonne. Ainsi, Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel vous proposent un regard sur des périodes de la vie de Youenn Drezen intimement liées à l’évolution de la vie culturelle de la langue bretonne au siècle passé.
Vous aimerez peut-être aussi…
0 avis pour E koun Youenn Drezen
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.









