Jarl Priel – an drilogiezh

20,00 TTC

Jarl Priel a zo unan eus skrivagnerien glasel al lennegezh vrezhonek. E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr.

En stock

Attributs Valeur
Poids 700,000 g
Dimensions 14,5 × 20,50 cm
Nombre de pages

564


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Jarl Priel – an drilogiezh

Jarl Priel (1885-1965) a oa anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger.
E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr.
En e skridoù dibar e kont gant fent ha teneridigezh e vugaleaj hag e vuhez skoliad e Landreger. Paotr-e-vil-vicher eo bet ivez; martolod ha soner war un dro, kelenner galleg e Rusia, troour evit an arme, komedian ha sekretour e bed ar c’hoariva e Pariz, skrivagner ha saver pezhioù-teatr e brezhoneg hag e galleg. E meur a vro en devoa bevet ivez, Aljeria, Polonia…
Buhez ur gwir globe-trotter : evel-se, en teir levrenn en unan, e reer anaoudegezh gant testeni prizius un den en e amzer, unan hag a gont dimp darvoùdoùigoù ha fedoù c’hoarvezet en Europa a-raok ar brezel-bed diwezhañ ha darn anezho nebeut anavezet betek-henn. Ha kement-mañ en ur yezh yac’h, gwevn, leun a fent, pinvidik, aes da lenn.

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Jarl Priel – an drilogiezh

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Jarl Priel – an drilogiezh”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.