Keridwal
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 140 g |
| Dimensions | 18 × 11 cm |
| Nombre de pages |
79 |
Keridwal
Barzhaz
Ar bras eus ar barzhonegoù a ya d’ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016.
Ar stroll anezhe a ya d’ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh.
A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, arc’hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c’hlotennoù-diabarzh – un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.
Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all… barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn – meur a livemeizañ dezhe – koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.
Keridwal, lec’h a galon, morse perc’hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù.
0 avis pour Keridwal
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.




