Mordiern – Vallée

10,00 TTC

Kenskrivañ. A-raok na deuje sevenadur ar posteloù da ren hon amzer, e veze boas tud ar skrivañ da eskemm lizheroù niverus kenetreze.

En stock

Attributs Valeur
Poids 180,000 g
Dimensions 14,5 × 20,5 cm
Nombre de pages

116


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Mordiern – Vallée

Kenskrivañ. A-raok na deuje sevenadur ar posteloù da ren hon amzer, e veze boas tud ar skrivañ da eskemm lizheroù niverus kenetreze. Ha tud an Emsav o deus bet graet heñvel, ha stank eo an eostad lizheroù a c’haller pennaouiñ amañ hag ahont. An eskemmoù-se ne oant ket tonket da vezañ embannet, ha seul briziusoc’h a se int dre ma roont barn pe mennozh war darvoudoù o mare gant ar re o devoa produet anezhe. Pinvidik int eta : diwar-benn ar yezh, evel-just, ha da gentañ penn he flas er gevredigezh hag er c’helenn, pe c’hoazh ha da vat diwar-benn roll al lennegezh vrezhonek en ur bed digoroc’h-digor, hep ankounac’haat munudoù ar vuhez pemdeziek.

Al levrenn gentañ zo gouestlet d’an eskemmoù etre Frañsez Vallée ha Meven Mordiern (Reun ar Rouz), adalek penn-kentañ ur c’hantved nevez betek dilerc’hioù spontus ar Brezel Bras (1901-1920). Tud o devoa bevet reveulzi ur gevredigezh hag he mont endro, met ivez tud o devoa bevet ur vignoniezh divrall hag a dlee merkañ da vat dazont normativadur ar brezhoneg. Div bluenn a-bouez en istor sevenadurel, lennegel ha sokial ar brezhoneg. Gant al levrenn-mañ, e c’haller kompren gwelloc’h petra ’oa stad an traoù a-raok na deufe Gwalarn (1925) pe c’hoazh Grand dictionnaire français-breton F. Vallée (1931) war-wel.

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Mordiern – Vallée

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Mordiern – Vallée”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.

Vous pourriez aussi aimer