Ober ar peoc’h er rannvedoù

20,00 TTC

Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel.

Plus que 1 en stock

Attributs Valeur
Poids 300,000 g
Dimensions 20,5 × 14,5 cm
Nombre de pages

265


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Ober ar peoc’h er rannvedoù

Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel. Gant diazezañ Kumuniezhioù Europa e voe kadarnaet gwallreuzioù ar brezelioù bed ha savet mennozhioù ar peoc’h hag ar c’henober. A-gevret e ra berzh Europiz. En enep n’o deus c’hoant gouzout ebet evit an emgavioù habask war ar c’hevandirioù all : kenderc’hel a ra meur a vro da glaoustreañ war ar vellgarouriezh o werzhañ armoù. Aet un hanterkantved hebiou ha kinnig a ra ar frank eskemm bedel kas gantañ tostadur ar rannvedoù. Ma skoazell ar gevalaouriezh diharz da ziorren rannvedoù zo e torr ar c’hengred. Lezet e vez ar re baourañ war vord an hent. Klasket e vez neuz un diskoulm bennak en ur ragain a vroadelouriezh. Ret eo adijinañ ar c’hengred dre zigeriñ ar broadoù d’o amezegezed ha dre aozañ darempredoù etre ar rannvedoù. Dre m’eo diazezet an enframmadurioù rannvedel, a ya pelloc’h eget ar c’henwerzh, war ar fiziañs hag ar c’hengred a vag ar re greñv ouzh ar re wan, e kinnigont doareoù ober e servij an holl dud. Kenanavezout an taolioù-arnod-se zo un neudenn heñchañ e milendall ar bedelaat.

Ober ar peoc’h er rannvedoù

La tradition des nations comme celle des hommes les porte à s’affronter quel qu’en soit le prix. Jusqu’en 1945, le continent européen est le premier champ de bataille. La fondation des Communautés Européennes sanctionne les désastres des guerres mondiales et institue les pensées de la paix et de la coopération. Ensemble, les Européens de l’Ouest prospèrent. Ils n’ont en revanche aucune curiosité pour les rencontres pacifiques sur les autres continents ; plusieurs pays continuent à parier sur le bellicisme en vendant des armes. Un demi-siècle a passé et le libre échange mondial menace d’emporter les rapprochements régionaux. Si le capitalisme sans frontières concourt au développement de certaines régions, il rompt les solidarités. Les plus pauvres sont abandonnés en chemin. Des semblants de solution sont recherchés dans un regain de nationalisme. Les solidarités doivent être réinventées dans l’ouverture des nations à leurs voisines et dans l’organisation des relations entre les régions du monde. Parce que fondées sur la confiance et sur la solidarité du fort au faible, les intégrations régionales qui ne se réduisent pas au commerce offrent des moyens d’action au service de tous. La reconnaissance mutuelle de ces expériences est un fil d’Ariane dans le labyrinthe de la mondialisation.

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Ober ar peoc’h er rannvedoù

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Ober ar peoc’h er rannvedoù”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.

Vous pourriez aussi aimer