
Vous aimez ce produit ?
Partagez-le !
Traoù kouer
Disponible sur commande
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 200 g |
Herve Bihan ’zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloù er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioù diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c’hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv. Goude ma vije kriz a-walc’h an darvoudoù kontet gant Herve Bihan en e zanevelloù e tifluk prim hag en un doare dic’hortoz alies fent ha mousfent an Tregeriad a zo anezhañ. Lod eus an danevelloù a zo tost kar d’an danevelloù polis: memes framm, memes entan, memes from. Mont a reer da heul ur “serial killer” pe ur paotr yaouank trelatet gant ar relijion ha war glask ur garantez na c’hell ket kaout, kejañ a reer gant ur c’higer aet skuizh gant e wreg ha mestr war ar c’hoari kontell… Liesseurt eo an tudennoù er bed krouet gant Herve Bihan: kelennerien, klaskerien-vara, tud paour, lonkerien, hailhoned ha menec’h int ha kement hini anezho a c’hoari e berzh, mat pe fall, e poull-tro ar vuhez lusket gant karantezioù brevet, barradoù alfo ha dizesper, hurlinkoù deuet da wir, digasted ha sotoni an dud… Lakaat a ra ivez Herve Bihan war-wel goulioù a vez pell o pareañ pa’z eus kaoz gantañ eus tonkad kriz ur paotrig yuzev e-pad an eil brezel bed pe mac’homerezh an arme c’hall en Aljeria.. Ce recueil regroupe 17 nouvelles d’Herve Bihan, professeur de breton à l’Université de Rennes 2. Il manie à merveille l’humour trégorois, tout en relatant des situations parfois cruelles. On suivra un “serial killer”, un jeune homme en mal d’amour, ou encore un boucher jouant parfaitement du couteau et lassé par sa femme…
0 avis pour Traoù kouer
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.




