Ur Rusianez e Breizh

11,00 TTC

Ekaterina Balobanova (1847-1927) a zo bet ar Rusianez kentañ arbennigourez war ar studioù keltiek.

En stock

Attributs Valeur
Poids 150,000 g
Dimensions 14,5 × 20,5 cm
Nombre de pages

124


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Ur Rusianez e Breizh

Ekaterina Balobanova (1847-1927) a zo bet ar Rusianez kentañ arbennigourez war ar studioù keltiek.
Tremenet he doa ur pennad amzer e Bro-Dreger, el lec’h m’he doa desket brezhoneg bravik a-walc’h. Bloavezhioù goude ez embannas e rusianeg istorioù he beajoù hag hec’h avanturioù e Breizh.
War varc’h, war droad, e charabañ pe gant an tren ez ae a-dreuz ar vro. Dedennet-bras e oa gant al lennegezh dre gomz, hag he flijadur a oa dastum kontadennoù gant an dud a gave war he hent.
Souezhet e vezer, ouzhpenn 150 vloaz war-lerc’h, gant he sell war ar vro. Ma n’eo ket gwirheñvel bepred ez eo dedennus ar pezh a gont diwar-benn kêrioù ’zo, ar pardonioù, an Nedeleg, an dud. Gant-se e ro un testeni istorel a-dalvoudegezh; da nebeutañ n’heller ket chom diseblant ouzh he fent nag ouzh he zro-spered.

 

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Ur Rusianez e Breizh

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Ur Rusianez e Breizh”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.

Produits similaires