samedi 13 décembre
16h00 – 18h00
Ar stal levrioù a ginnig deoc’h un emgav gant Samuel Julien tro-dro e levr nevez embannet e-unan. An dastumad brav-se a ya d’ober un antologiezh eus an testennoù skrivet abaoe 2013 er gelaouenn Breman.

Ur veaj e Breizh hag e pevar c’horn Europa eo « Skeudennoù hor melezour ». El levr-mañ, savet gant un dastumad pennadoù bet skrivet evit ar gazetenn « Bremañ » e-doug un 10 vloaz bennak tremenet, e klask Samuel Julien, danvez da vagañ hor preder diwar-benn hor gevredigezh.
Daoust ha na vez ket kavet ivez er sevenadurioù tost pe pelloc’h diouzhimp, peadra da zegas awen deomp?
Ar skrivagner
Rener Dizale eo ha bremañ emañ o prientiñ un doktorelezh war ar brezhoneg. Skeudennoù hor melezour eo e levr kentañ.





