Dedi 12 a viz du
4.30 eur – 16h30
Yann Bijer, skrivagner brezhonek, a zeuio disadorn a zeu 4 eur hanter evit sinañ he romant nevez diwar benn Bara Abba.
Piv eo Bar Abba ? Hervez ar Bibl en defe Pilatus, Gouarnour roman Judea, kinniget da Veleien-Veur Jeruzalem dibab ur prizoniad a vefe laosket da vont. Piv dibab ? Yeshoua an Nazôrean n’en doa kavet Pilatus netra da damall outañ, pe Bar Abba bet toullbac’het gant dispac’herien all, muntrerien anezho ?
Dibabet e voe Bar Abba…
Deuet eo a-benn Yann Bijer da reiñ korf, spered ha kalon da Var Abba, taolenniñ e vuhez e pep keñver en ur prantad luziet ha kriz eus istor Yuzevien Palestina. Divoutin ha fromus eo an dudenn bet krouet gant Yann.





