Tan

11,00 TTC

An istor-se a zo bet skrivet gant pevar dorn hag e div yezh : ar brezhoneg hag an tsotsil-maya, ur yezh e-touez an 68 yezh henvroat a zo e bro v-Mec’hiko.

En stock

Attributs Valeur
Poids 200,000 g
Dimensions 21 × 29,6 cm
Nombre de pages

30


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

Tan

E penn uhelañ an torgennoù glas, lec’h ma vez goloet ar menezioù gant latar er beurevezhioù disafar, eo kludet ar gêriadennig anvet Sakamch’en.
En tu all d’ar mogerioù savet gant pri ha delioù pin e lugern kalon an dud : an tan, K’ok’. E kreizig-kreiz e flammennoù e tañs eñvorennoù e bobl.

An istor-se a zo bet skrivet gant pevar dorn hag e div yezh : ar brezhoneg hag an tsotsil-maya, ur yezh e-touez an 68 yezh henvroat a zo e bro v-Mec’hiko. E brezhoneg eo bet skrivet gant Maelenn Bernard, hag e tsotsil-maya gant Martina Díaz Pérez, he deus rannet en ur skrivañ al levr-mañ ul lodenn eus he buhez : he bugaleaj en ur gêriadennig e Chiapas a vez graet San Andrés Larráinzar anezhi hiriv an deiz.

« An tec’h » a vez komzet dioutañ el levr a zo ur prantad eus an Istor pa rankas, er bloavezh 1994, ul lodenn eus ar gumuniezh kuzhat e-pad ur bloavezh evit achap diouzh gwaskerezh ar Stad a-enep ar zapatisted.
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zont d’ober anaoudegezh gant K’ok’, an tan, e tsotsil-maya◊; diwall a ra ar gumuniezh ha gouzout a ra hec’h istor.
Ar raktres-mañ a zo bet harpet gant ar gevredigezh Strollad La Obra abaoe an deroù, evit sevel asambles ganeomp pontoù etre ar yezhoù ha sevenadurioù minorel.

Vous aimerez peut-être aussi…


Pictogramme hermine Librairie Encre de Bretagne

0 avis pour Tan

Soyez le premier à laisser votre avis sur “Tan”

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Newsletter de la librairie

Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.

Vous pourriez aussi aimer