Eost
Un antologiezh divyezhek danevelloù eus an XXIved kantved e brezhoneg. Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek SKRIV ! (krouet e 2024) a ginnig un teskad nevez a skridoù berr, kempred ar wech-mañ, skrivet ha troet gant an izili o-unan.
En stock
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 300,000 g |
| Dimensions | 15 × 22 cm |
| Nombre de pages |
223 |
Eost
Goude an teskad Gwalarn (Al Liamm, 2025) a c’hoarveze eus danevelloù an emsav lennegel brezhonek lusket e 2025, Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek SKRIV ! (krouet e 2024) a ginnig un teskad nevez a skridoù berr, kempred ar wech-mañ, skrivet ha troet gant an izili o-unan.
An danevell a zo ur stumm lennegel prizet kaer ha pleustret kenañ e brezhoneg abaoe mare Gwalarn. Hag e c’heller soñjal e vez kendalc’het an hengoun-se gant an aozerien embannet en teskad-mañ.
Kavet e vo amañ un dibab eus unnek danevell. Mennet e oamp da ziskouez un tañva eus ar c’hrouiñ e brezhoneg a vremañ en e liesseurtiezh : mousfent diroll, istor, suspense, darempredoù familh, mignoniezh ha karantez, sell digunvez ur bugel war ar bed, skiant-faltazi… Istorioù hag a dremen etre 1916 hag ar mare-mañ.
Evel Gwalarn 2025, Eost a zo embannet en ur stumm divyezhek brezhoneg-galleg. Emichañs e vo respontet neuze ouzh ur goulenn liesseurt hag a zo o kreskiñ : deskidi brezhonek, yezherien vrezhonek ha na vezont ket gwall en o aez gant ar stumm skrivet, hag ivez –last but not least– lennerien c’hallek ha na ouzont na bu na ba diwar-benn ar c’hrouiñ lennegel e brezhoneg.
Vous aimerez peut-être aussi…
0 avis pour Eost
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.







