Krampouezh ter-du
En stock
| Attributs | Valeur |
|---|---|
| Poids | 200,000 g |
| Dimensions | 14,9 × 21 cm |
| Nombre de pages |
154 |
Krampouezh ter-du
« E-barzh ar romant Treñ-buzhug, embannet e 2003, e konte Paol ar Meur istor un haroz a denne kalz outañ e-unan, daoust ma vije Alan Penneg e anv. Ar paotr, gopret gant ar Post, a laboure e Pariz hag a gonte e vuhez micher. E hunvre, distreiñ da vro e gavell, ar pezh a c’hoarvez e fin al levr pa vez kaset da Garaez dre fiñvadeg.
Krampouezh ter-du a gas pelloc’h an istor-se, en ur mod, nemet eo cheñchet an haroz hag heuliet, ar wezh-mañ, Youenn Sanséau, nevez distro eus Pariz evit labourat e Brest. Setu eñ o labourat nepell eus an ti m’en doa kaset e vugaleaj. N’eo ket evit kelo-se e hento kalz e familh, a vez lakaet e izili da vervel an eil goude egile gant ar skrivagner, ar pezh a laka ar soubenn da dreñkañ etre e vamm hag eñ.
Plijet on gant yezh Paol ar Meur ha gant e zoare da gontañ e istorioù : atav e kavan tra pe dra da zeskiñ en e skridoù. Ar pezh a gavan dedennus el levr-mañ eo an testeni micher dreist-holl. Un dastumad poltridi arvalien souezhus ha saourus a brofa ar skrivagner deomp. Pakañ a ra mat aergelc’h Brest hag e annezidi.
Ne gav ket din e teufe ken brav all gant ar skrivagner al lodennoù ijinet -ha n’eo ket dre ziouer a ijin, p’en deus prouet meur a wezh e oberennoù all en doa kalz anezhañ. N’eo ket mesket eus ar c’hentañ ar vuhez gwir hag ar bed ijinet el levr-mañ. An ton digas implijet da gontañ troiadoù paotr al lizhiri er c’harterioù “kizhier saoz” ne glot ket mui gant an darvoudoù skrijus a c’hoarvez er janglenn, dindan rodoù an tren-buzhug pe gant an hini a vo mestrez Youenn. Dizingal eo ar skrid un tammig eta.
Ul lennadenn dedennus ha dudius eo memestra. » Eus Pevarlagad evit lec’hienn Lenn
Vous aimerez peut-être aussi…
0 avis pour Krampouezh ter-du
Newsletter de la librairie
Suivez l’actualité littéraire bretonne et des pays celtes.







